Ou comment comprendre le Deuxième Emsav politique

« BREIZ ATAO » HAG AN DAELEREZH – DIEUBIÑ

Boas eo en Trede Emsav da varn garv an Eil Emsav politikel. Nepred avat n’eo deuet a-benn da reiñ un displegadur bastus eus emsav Breiz Atao. Petra he deus graet Breiz Atao etre 1919 ha 1939 ? Petra o deus graet Unvaniezh Yaouankiz Vreizh, Strollad Emrenerion Vreizh ha Strollad Broadel Breizh etre an daou Vrezel-bed ? Petra he deus degaset Breiz Atao d’an Emsav hag e pelec’h emañ frouezh he labour ? Penaos ha perak e c’hellomp anaout Breiz Atao en un doare ergorel bremañ ? Pere eo bet fazioù Strollad Broadel Breizh ? Perak eo bet graet ar fazioù-se ? Ur respont hon eus da reiñ d’an holl c’houlennoù-se. Ur respont hon eus da reiñ dreist-holl d’ar goulenn-mañ : perak eo ret-holl anaout istor Breiz Atao evit kompren ar pezh a c’hoarvez bremañ e Breizh, evit anaout ar boblañs, evit anaout an Emsav ha kas war-raok an daelerezh-dieubiñ ?

Ou comment comprendre le Deuxième Emsav politique…

Pourquoi est-il absolument nécessaire de connaître l'histoire de "Breiz Atao" pour comprendre ce qui se passe en Bretagne aujourd'hui, pour connaître l'Emsav et faire progresser la dialectique de libération ?

Meur a wech eo bet displeget penaos e kav an Trede Emsav e wrizioù en Eil Emsav sevenadurel. Lenn a reomp war Emsav e 1967 : « Ha koulskoude e Gwalarn eo e kav politikerezh brezhon hor mare e andon hag e ziazez muioc’h eget e forzh petore luskad politikel eus ar mare-se, Breiz Atao zoken »[1]. Studiennoù niverus zo bet graet er bloavezhioù pemont ha goude war an Eil Emsav sevenadurel. Studiet eo bet an oberennoù diwanet diouzh Gwalarn ; en enep, rouez-kenan eo ar menegoù eus Breiz Atao[2]. Ret eo gouzout perak eo chomet an Trede Emsav divarrek da gompren Breiz Atao ha perak e c’hell bremañ reiñ he lec’h dezhi. Un emsav hep darempred gant ar boblañs ne c’halle ket kompren un emsav e darempred gant ar boblañs. An Trede Emsav en e zerou ne c’halle ket enta kompren ar pezh e oa bet Breiz Atao. Hogen an Trede Emsav ne c’halle ket kregiñ da zaremprediñ ar boblañs ma ne gomprene ket perak e oa aet da fall an darempredoù he devoe Breiz Atao ganti. Anaout roll istorek Breiz Atao n’eo ket hepken teurel sklerijenn war an Eil Emsav, hogen ivez war al labour {264}a ra hiziv an Trede Emsav ha war an diazezoù anezhañ.

Pourquoi est-il absolument nécessaire de connaître l’histoire de « Breiz Atao » pour comprendre ce qui se passe en Bretagne aujourd’hui, pour connaître l’Emsav et faire progresser la dialectique de libération ?

Numérisation_20170803 (2)Paot-kenan eo hiziv an deiz ar mennozioù diwar-c’horre a red diwar-benn Breiz Atao. Talvoudus int evit anaout an dud o eztaol, met didalvoud a-grenn evit teurel an disterañ sklerijenn war Breiz Atao. Dre vras e kaver e Breizh daou ersav a-zivout Breiz Atao : an ersav eus ar re a nac’h anaout penn-da-benn an Eil Emsav politikel, hag an ersav eus ar re a glask advevañ bremañ ar pezh ez eo bet Breiz Atao en hec’h amzer. Enebek eo an daou emzalc’h-se, evit ur gwel hepken avat, rak aes eo diskouez ez int an daou frouezh gevell eus an hevelep dic’halloud da gompren ster istorel an Eil Emsav.

De manière générale, on trouve en Bretagne deux attitudes à l’égard de « Breiz Atao » : soit un refus de connaître le Second Emsav politique tel qu’il fut intégralement, soit une tentative de faire revivre aujourd’hui ce que fut « Breiz Atao » en son temps. Ces deux attitudes sont opposées, mais à première vue seulement, car il est facile de montrer qu’elles sont les fruits jumeaux de la même impuissance à comprendre le sens historique du Second Emsav.

Breiz Atao 4

An eil re a embann : « Emsaverion omp, hogen n’hon eus netra da welout gant Breiz Atao. Int oa faskourion, ni zo sokialourion ». Met re anat eo an dislavar koachet el lakadenn-se. Rak an neb a venn bezañ emsaver ha dreist-holl an neb a venn ren un obererezh politikel e Breizh en deus dre ret da welout gant Breiz Atao. Mar dinac’h Breiz Atao e tinac’h un darn eus e ziazez istorek, un darn eus e istoregezh, eleze un darn anezhañ e-unan : pe ez eus aze ur gaou emouiziek pe neuze un ezkounañ[3], ur gaou diemouez. Forzh penaos un emdouell. Ret eo gouzout evelkent perak o deus ezhomm Breizhiz ’zo d’en em douellañ evel-se. An arbenn zo eeun : n’o deus ket gouezet dezrannañ an div elfenn eus ar gemplezh emsaverezh-faskouriezh e Breiz Atao ha gwell o deus kavet disteurel pep tra eget degemerout un emsaverezh gwallvesket gant ar faskouriezh.

Ar pleg kemparzhek, an emzalc’h gevell, a gaver gant ar re all, ken degemerus ha ma’z eo distaolus o c’heneiled. « Ni zo emsaverion ha faskourion », emezo en ur glask repu en ur fougeerezh seul feukusoc’h seul welloc’h. War zigarez bezañ feal ez adwisk ar re-mañ dibourc’h o zadoù, droukplegoù hag all. Feukus eo ar faskouriezh ? Gwell a se, Breiz Atao a feukas ar boblañs, heuliañ skouer Breiz Atao eo feukañ ar boblañs ivez. Seurt furlukinerezh zo un doare all da guzhat an divarregezh da zezrannañ an div elfenn eus ar gemplezh emsaverezh-faskouriezh.

{265}Anat eo d’an neb en deus taolet ur sell war un dastumadenn eus Breiz Atao ez eus er gelaouenn un niver a skridoù awenet war-eeun gant ar faskouriezh italiat pe ar genelwerinelouriezh alaman. Ken anat-all eo ivez e kaver e Breiz Atao a-hed ar bloavezhioù tezennoù ar broudhonourion, ar gevreadelourion, ar ouennelourion, ar sokialourion, an diarvarourion, h.a.. Hogen n’eo ket a-dreuz d’an holl dezennoù-se e c’hellomp kompren ar pezh ez eo bet Breiz Atao. Ret eo lec’hiañ an Eil Emsav politikel war e dachenn : hini an emgann politikel fetis, ha gwelout petore disoc’hoù a zo bet d’e labour war an dachenn-se. N’eus tu da gompren Breiz Atao nemet e-ser an daelerezh istorek a gas da get ar gevredigezh henvoazel e Breizh hag a sav ar gevredigezh vrezhon nevez. Er-maez eus ar framm istorel-se ne c’haller ket kompren an tezennoù a zo bet difennet war Breiz Atao na kennebeut an Eil Emsav politikel.

Anaout an Eil Emsav politikel zo da gentañ anaout ar stroñsadenn ez eo bet Breiz Atao evit ar gevredigezh he deus tizhet. Breiz Atao a zeu er-maez e genver 1919, diouzhtu goude dibenn ar Brezel-bed kentañ. Krog eo Breizh gant ur prantad nevez : hini diskar ar gevredigezh henvoazel hag enframmadur ar Vrezhoned er bed gall. Sanket emañ Breizhiz a-daol-trumm er bed greantel hag er gevredigezh c’hall. Ur gloazadur eo, kalz krisoc’h eget ar brezel e-unan. Betek neuze e oant bet gwarezet gant o stuzegezh hag o armerzh henvoazel ; hemañ, goude reuzioù an 19t kantved, en doa miret kempouez a-walc’h evit ma c’hallfe pobl Vreizh gouarn ur vuhez kevredigezhel damzizalc’h. Gant Brezel 14 e tisac’has ar pezh a chome eus ar frammoù armerzhel ha kevredigezhel brezhon henvoazel. Pobl Vreizh a zizolo war un dro ar bed arnevez hag ar gevredigezh en degas dezhi. Estren dezhi eo avat ar gevredigezh c’hall. Met n’eus ket da zibab : marv eo ar bed kozh ha marv-mat ; mar fell da Vreizhiz bevañ e rankont en em glenkañ buan er bed nevez hag er gevredigezh c’hall, na reont nemet un dra dirak o daoulagad. Ar gudenn nemeti zo penaos dont da vezañ Gallaoued.

Connaître le Second Emsav politique c’est d’abord connaître le choc que fut « Breiz Atao » pour la société qu’elle a touchée. « Breiz Atao » naît en janvier 1919, immédiatement après la fin de la Première Guerre mondiale. C’est pour la Bretagne le commencement d’une étape nouvelle : celle de la destruction de la société traditionnelle et de l’intégration des Bretons dans le monde français.

Pour vivre il faut être Français. Il n’y a de place véritable en France que pour des Français. Par suite, chaque Breton s’efforce de revêtir culture et mode de vie français, et, en même temps, de tuer en lui toute « bretonitude ».

Breiz Atao

{266}Evit bevañ ez eo ret bezañ Gall. N’eus lec’h gwirion ebet e Frañs nemet evit Gallaoued. Adal ar mare ma ne c’hell Breizhiz labourat nemet gant aotre ar Stad c’hall pe an embregerion c’hall, ez eo bevañ kement ha bezañ Gall. Ar C’hallaoued o deus aotre da vevañ, ar re all n’o deus ket. Da heul e striv pep Breizhad da wiskañ stuzegezh ha sevenadur ar C’hallaoued ha, war un dro, da lazhañ ennañ pep brezhonelezh. Ar pezh a reas dre laoskentez ha dallentez politikel ar vrientinion hag ar vourc’hizion abaoe an 12t kantved, gwerin an 20t kantved henn gra dindan ur gwask a vuhez pe a varv.

Tu zo da vezañ Gall dre strivañ, dre sentiñ pe dre vervel. Ha ne vez ket sellet ar re a zo marv e-pad ar Brezel-bed kentañ e Ypres pe e Verdun evel ar re wellañ e-touez ar C’hallaoued ? Ha ne vezont ket enoret gant ar Stad C’hall ha gant an Iliz ? An 250 000 Breizhad lazhet en emgannoù a ziskouez youl Breizhiz da vezañ Gallaoued. Ar 700 000 soudard all a zistro d’ar gêr a gadarna c’hoazh ar youl-se. Gwir eo e ra goap ar C’hallaoued ouzh Breizhiz. Breizhad-skouer ar stuzegezh c’hall zo ponner ha lous. Un abeg ouzhpenn ez eus aze evit diverkañ pep roud a vrezhonelezh. Komz galleg e-lec’h brezhoneg pe romaneg zo en em ziforc’hañ diouzh an dud ponner ha lous, warlerc’hiet. Breizhiz a fell dezho bezañ Gallaoued. Evit se ez eo ret lazhañ ar Breizhad a zo e pep hini. Evit se ez eo ret lazhañ Breizh.

An eil da heul egile, an embregerion vrezhon a serr o embregerezhioù pe o gwerzh da gevredigezhioù estren (gall, alaman, hollandat pe etrevroadel). Evito evel evit ar Vrezhoned all ez eo ar bed greantel diwanet eus ar brezel un dra nevez. Dinerzh e chomont dirak diskar an armerzh henvoazel hag an enframmadur armerzhel er reizhiad c’hall. Heñveldra, ar gouerion, ar vicherourion hag ar besketaerion a c’houzañv tavedek ar stad a vez graet dezho. Kaer en deus ar gouarnamant gall kemer divizoù rivinus evit ar gounezerezh pe ar greanterezh e Breizh, rouez-kenan eo ar respontoù taer o tont eus Breizh. Peurliesañ an displegadegoù n’int nemet heklevioù eus ar pezh a c’hoarvez e Frañs, evel displegadegoù ar bloaz 1936[4]. Ar {267}600 000 Breizhad a guita Breizh etre 1919 ha 1939 a ziskouez splann n’o deus spi ebet da vevañ e Breizh. Anat eo n’eus tu da ober netra talvoudus er vro. An deskadurezh, al labour hag an abostolerezh n’o deus lec’h ebet enni. Breizh zo ur vered ma chom hepken ar re n’int ket barrek da vont kuit.

Les Bretons veulent être français. Pour cela il faut tuer le Breton qui est en chacun d’eux. Pour cela il faut tuer la Bretagne.

Breiz Atao

Met daoust d’ar strivoù a reont evit bezañ Gallaoued, Breizhiz zo divarrek d’en em zifenn ha d’en em geitañ er bed gall na anavezont e nep keñver. Lod an holl eo bezañ divarc’het gant ar bed gall. Lod ar re a ya kuit evel ar re a chom. Ouzhpenn ar yezh komzet e Frañs, an doareoù-bevañ ha -stourm evit bevañ zo divoas dezho. Evito e kemer kudennoù ar bed greantel, deuet boutin d’ar C’hallaoued, an neuz eus kemend-all a enkadennoù. En un doare zoken, klask o-unan an diskoulm eus o reuzeudigezh o degasfe da sevel a-enep d’ar framm gall, eleze da lakaat en arvar ar goudor a fell dezho tizhout. Gwell neuze fiziout penn-da-benn war ar Stad c’hall ha kavout koustet a gousto ur plas dindani. Ha koustañ a ra ker, met priz ar vuhez eo. Breizhiz a gav gwelloc’h en em vuturniañ evit padout. Sed aze frouezh o emskiant reuzeudik. Ne welont nemet un hent : nac’h ar pezh ez int, mougañ enno pep elfenn vrezhon, eleze kenlabourat d’an argerzh-arallekaat paeroniet gant ar Stad c’hall. Ar vrezhonelezh a zeu warni gwashoc’h eget biskoazh liv an tremened, ar baourentez pa n’eo ket ar ouezoni. En enep, bed an dazont, hini an araokadur hag ar sevenadur, zo gall.

Diouzh he zu e venn ar Stad c’hall ren ul labour sevenaat ha destuziañ[5] war un dro e Breizh : lakaat da gilañ an azenerezh, ar brizhkredennoù, al loustoni ha war un dro distrujañ ar brezhoneg hag ar gevredigezh arallstuz a zo padet betek neuze er c’horn-se eus ar riez. Ne wel moarvat kudenn ebet ha koustiañs vat he deus : degas a ra da boblañsoù warlerc’hiet ar C’hornog sklerijenn ar Sevenadurezh hag aezamantoù ar bed greantel. Evit drevezañ LENIN, e tegas ar galleg hag an tredan, – sklerijenn d’ar speredoù, goulou d’an tiez.

Er saviad enkadennek-se e tiwan Breiz Atao. A-dal d’ar Stad {268}c’hall, a-dreuz d’an hent o deus kemeret Breizhiz war-du enni en em lak Breiz Atao, hag o lavarout : nann ! Nann d’ar gallekaat, nann d’an emzizalc’h ha d’an enteuz er bed gall. Breiz atao zo ur frouezh all eus an emskiant vrezhon reuzeudik. Met tra ma pleg ar Vrezhoned all d’ar faezhidigezh, e kemer-hi hent an harzerezh hag an emgann. Diskouez a ra gant nerzh an touell ez eo ar sevenaat gall, an dislavar a ra anezhañ ur c’helc’h-bac’h : kinnig a ra da Vreizhiz distrujañ o ene evit kaout digor er sevenadurezh arnevez ; met mar ranker arallekaat evit sevenaat ne c’haller ket sevenaat, rak tud arallekaet zo er-maez a bep sevenadurezh.

Les Bretons préfèrent se mutiler pour durer. C’est là le fruit de leur conscience malheureuse.

Ils ne voient qu’une issue : collaborer au processus d’aliénation parrainé par l’Etat français. C’est dans cette conjoncture critique que naît « Breiz Atao », pour montrer avec force la duperie qu’est la civilisation française, la contradiction qui en fait un cercle vicieux : on propose aux Bretons de détruire leur âme pour prendre pied dans la civilisation « moderne », mais si l’on doit aliéner pour civiliser on ne peut pas civiliser, car l’homme aliéné est en dehors de toute civilisation.

Breiz Atao

Breizhiz ha Gallaoued a oa kouezhet a-du evit aberzhiñ ar vrezhonelezh ha setu Breiz Atao o tont hag o lavarout : nann ! hag o kinnig da Vreizhiz un hent diaesoc’h c’hoazh eget an hini o doa kemeret[6].

Dres pa stourm Breizhiz gant nerzh an dic’hoanag evit ober o zoull er bed gall e sav Breiz Atao he mouezh oc’h embann ez eo ret distrujañ er vro-mañ betek an elfenn diwezhañ a c’hallelezh[7]. Ha stagañ a ra gant taerded da freuzañ ar c’helc’h-bac’h ma emañ Breizhiz. Kregiñ a ra, ha ne baouezo ket ken, da ziskuliañ an dismeg a vez graet d’ar Vrezhoned gant ar Stad c’hall, an doareoù ma vezont gwasket ha touellet ganti[8].

Kompren a reer pegen feukus e voe Breiz Atao evit Breizhiz. Embann ez eus eus ar vroad vrezhon hag he deus ar vroad-se ar gwir da vevañ, diskar ar skeudenn hud o deus Breizhiz eus Bro-C’hall, zo dreist d’ar pezh a c’hell gouzañv an darn vrasañ eus ar Vrezhoned. Pell a vezañ nac’hel enni hec’h-unan eo koulskoude kelennadurezh Breiz Atao. Un evezh bras a laka bepred da zispenn ar skeudenn vezhekaus o deus Breizhiz eus o bro hag anezho o-unan ; pouezañ a ra war berzhioù mat, kalonegezh ha divezegezh, ar Brezhon-skouer ; alese e tezre n’he deus ket ezhomm Breizh evit bevañ eus ar Stad c’hall ; er c’hontrol, houmañ zo diskouezet evel ur vac’homerez o sunañ pinvidigezhioù ar vro ; Breizh zo dezhi un douar strujus hag ur c’hondon pinvidik ; he fobl zo barrek d’en em ren hec’h-unan ha n’he deus ket {269}ezhomm eus emell aloubus an estren. Met hevelep kelennadurezh entanus a dizh Breizhiz er mare ma tizhont strad an arallekadur ;

Breiz Atao a sav da ziogeliñ ez eo bev Breizh hag emañ he fobl o c’hoveliañ binvioù he dieubidigezh[9] er mare m’emañ pep emskiant vrezhon o steuziañ er vro. Hag e-lec’h bezañ mouezh ar goanag, ez eo buhezet evel ur stroñsadenn griz.

Pa’z eo prederiet pep hini da ziverkañ ennañ e-unan an diwezhañ elfenn a vrezhonelezh ez eo dic’houzañvadus klevout tud o lavarout e tleer sevel ar Stad vrezhon ha ledañ ar brezhoneg d’ar vro en he fezh. N’eus netra gloazusoc’h eget klevout goapaat ar gevredigezh c’hall, divrudañ ar framm gall ha prientiñ e ziskar. Anv ebet da sellout ha gallus eo ar pezh a ginnig Breiz Atao. Mallus eo argas neb a laka en arvar silvidigezh ar re a wel ar bed gall evel ar goudor nemetañ da heul diskar o c’hevredigezh. Ha daoust d’an taolioù min skoet gant Breiz Atao e chom abaf Breizhiz ; ne ziskouezont ket an disterañ c’hoant da gemer hent an dispac’h.

Les Bretons et les Français s’étaient mis d’accord pour sacrifier la « bretonitude », et voilà que « Breiz Atao » vient dire : non !

et offrir aux Bretons une route plus difficile encore que celle qu’ils avaient prise…

« Breiz Atao » se lève pour affirmer que la Bretagne vit et que son peuple forge les outils de la libération au moment où la conscience bretonne s’évanouit dans le pays. Et au lieu d’être la voix de l’espoir, cela est vécu comme un choc brutal.

Ha koulskoude ne chomas ket pobl Vreizh diseblant ouzh Breiz Atao. Splann-ouzh-splann eo kement-se bep ma tremen ar bloavezhioù. Azonoù bihan ez eus, hemañ da skouer : neb a bled a-bell pe a-dost gant Breizh, ha pa ve an euverañ ledemsaver, zo ur « Breiz Atao » evit ar c’hedveno, – ken skoet e voe ar boblañs ma chom bepred eñvor Breiz Atao bev-mat enni. Merkomp dreist-holl en deus an eñvor-se emdroet kalz en ur ober tregont vloaz.

Lakadenn Breiz Atao : mennet eo pobl Vreizh da vevañ, zo o tont da wir dindan hon daoulagad. Ar youl da saveteiñ Breizh, ar youl da vevañ war zouar Breizh pe da zistreiñ dezhañ zo un dra nevez e pobl Vreizh abaoe an eil Brezel-bed. Galv Breiz Atao en deus graet e hent e don ar speredoù ha dihunet enno nerzhoù na anavezent ket.

Ken splann eo an devoud-se ma rank ar frammoù gall en em azasaat outañ en arvar da zastum gwariadurioù grevus.

N’emañ ket kont hiziv e Breizh evel etre 1919 ha 1939. Abaoe dibenn an eil Brezel-bed eo krog ar Vrezhoned da ersaviñ taer-ouzh-taer ouzh ar pezh a hañval dezho bezañ direizh. N’eo ket mui anat {270}e rank Breizh mervel, n’eo ket mui anat kennebeut e ranker divroañ evit bevañ, daoust ma chom diaes kavout labour er vro. Dre-holl e vez sellet ouzh an divroerezh evel ouzh un devoud direizh hag e pep lec’h e vez graet strivoù bras da barraat outañ. N’eus ket ur c’hanton ma ne ve terket un dachenn arbennik evit ar greantioù da zont. En ur bloavezh hiziv e tiskouez al labourerion o nerzh-emzifenn kement hag e-doug an ugent vloaz a-raok 1939. Anavezet-mat eo kalonegezh micherourion Naoned ha Sant-Nazer hag ar roll ambilh a c’hoariont e Frañs er stourmoù c’hweluniadel. Anavezet eo ivez taerded ar gouerion vrezhon hag an doareoù dibar o deus diorreet en o ser ken e-keñver kalvezerezh o micher ha kalvezerezh ar stourm c’hweluniadel. Merkañ a ranker amañ ivez ar roll ambilh c’hoariet gant c’hweluniadoù kouerion Breizh. Diniver eo an intruduioù prevez a zo anadet e Breizh abaoe ugent vloaz evit diorren ar vro hag aotren da Vreizhiz kaout gourc’hwel en o bro[10]. Paotaat a ra ivez a vloaz da vloaz niver ar gefredourion a chom e Breizh pe a zistro da labourat da Vreizh pa gavfent aes gourc’hwelioù gounidusoc’h e Paris.

La thèse de « Breiz Atao », le Peuple breton veut vivre, se vérifie sous nos yeux. L’appel de « Breiz Atao » a fait son chemin dans les esprits et réveillé en eux des forces qu’ils ignoraient.

Breiz Atao

Penaos meizañ an emdroadur-se ? Evit ur gwel ez eo deuet Breizhiz da vezañ Gallaoued. Ne chom er boblañs nemet aspadennoù eus ar gevredigezh vreizhat henvoazel. Breizhiz a anavez bremañ ar bed gall, deuet int a-benn da biaouañ an armoù a rae diouer dezho etre an daou Vrezel-bed hag o arverañ a reont gant taerded. Aet e ve da get neuze an emskiant reuzeudik eus ar bloavezhioù ugent ? Nann, met emdroet he deus ivez, pe kentoc’h emdroet o deus an daou eztaol anezhi a ziflukas neuze : an arallekaat evit bevañ, ar youl dispac’hel. En dastaol ouzh o arallekadur a grogont da zizoleiñ, e fell da Vreizhiz difenn ar pezh o deus hag ar pezh ez int : meneget hon eus an aozadurioù-emzifenn armerzhel ha c’hweluniadel, ouzhpennomp ar vordilh a luskadoù mirelour a labour e pep lec’h er vro war an danvez henvoazel. Diouzh he zu ar youl dispac’hel a zisoc’h tamm-ha-tamm gant binvioù fetis an emgann-dieubiñ[11].

Diouzh he zu, ar Stad c’hall he deus kollet kalz eus he galloud ha dreist-holl eus an talvoud nevet he doa gwechall ouzh daoulagad {271}Breizhiz. Ar re-mañ hec’h anavez bremañ evel un nerzh hepmuiken o c’hoari war an hevelep tachenn ha ma embregont o nerzh-int, ha dre-se e tiveuz a-nebeudoù, evel ma tiveuzas ivez en Aljeria, dislavar an impalaerouriezh emañ Frañs bac’het ennañ : digeriñ ar bed gall da Vreizhiz zo bet pourchas dezho an armoù o doa ezhomm evit e guitaat. Ret eo gouzout avat ne oa ket tonket an dislavar-se da zifourkañ dre ret en un dispac’h broadel, – techet eur da grediñ e c’hwit bepred an alouberezh hag e vez dieubet deiz pe zeiz an holl bobloù sujet ; un hunvre gaer n’eo ken : d’an aliesañ ez a ar pobloù sujet da get, enteuzet en o alouber, hag embregadennoù dibaot ha diaes-meurbet e chom an dispac’hioù.

Mard eus un dispac’h war e lañs e Breizh, ned eo ket un devoud naturel nag un heuliad ret da sujidigezh ar vro, met peogwir ez eus bet lusket un daelerezh-dieubiñ, ha lusket eo bet gant Breiz Atao.

S’il y a en Bretagne une révolution qui se développe, ce n’est pas un fait naturel ni une conséquence nécessaire de la domination du pays, mais parce qu’y a été induite une dialectique de libération, et qu’elle a été induite par « Breiz Atao ».

Le processus révolutionnaire qui progresse aujourd’hui en Bretagne est le fruit de la dialectique historique induite par « Breiz Atao » dès 1919.

Numérisation_20170803 (8)

An argerzh dispac’hel o vont war-raok e Breizh hiziv zo frouezh an daelerezh istorek lusket gant Breiz Atao diwar 1919. Istor Breiz Atao avat, ha dre vras istor an Eil Emsav politikel a ranker diforc’hañ diouzh ar roll o deus bet en Istor ar vro. Rak mard eo splann bremañ ar roll istorek-se, ne voe ket meizet gant an emsaverion en samme.

An Eil Emsav ne gomprenas nepred ersav ar boblañs outañ. Sebezet e chomas betek ar fin o welout enebiezh ar boblañs en e geñver. Eztaol e-unan eus an emskiant reuzeudik vrezhon, e chomas e par e emdarzhegezh, ha ne ouezas ket gwelout er youl arallekaat diskouezet gant Breizhiz an eztaol all eus an hevelep emskiant reuzeudik. Dre-se ne gomprenas ket ar stroñsadenn e oa-eñ evito. Krediñ a rae e ve a-walc’h da Vreizhiz gouzout e oant arallekaet evit ma kemerfent hent an dieubidigezh, e ve a-walc’h d’an Emsav en em ziskouez evit bezañ heuliet : « Ac’hanta, perak e nac’hfe Breizhiz ur mennoz – ar mennoz broadel – a glot ken mat gant ar spered hag a zegas kement a gennerzh hag a c’hoanag ? » eme O. MORDREL e 1922[12].

« Unan eus arbennoù donañ gwanded an emskiant vrezhon zo an dianaoudegezh {272}m’emañ Breizhiz eus o orin, o zitloù hag o gwirioù ; en ur ger, eus o Istor »[13].

Hogen kaer he devoe Breiz Atao embann kurioù Brezhoned an tremened hag o gwirioù er bremañ ne savas ket an disterañ entan er boblañs. Er c’hontrol, an emsaverion a voe sellet outo evel ouzh tud dañjerus ha fallakr, danvez treitourion. Merket don eo bet an Emsav a-bezh gant an disfiz, an enebiezh pe ar gasoni a ziskouezas ar boblañs outañ.

Heuliadoù niverus ha pouezus a voe d’an devoud-se. E diouer ar veizidigezh istorek eus an enebiezh-se e luskas an emsaverion a-nebeudoù da respont dezhi dre emzalc’hioù nac’hel, an desped, an dispriz. He displegañ a rejont dre al leziregezh, an digasted ha chataliezh ar « ouenn » vrezhon. Striv an Emsav a wiske un neuz a gan an alarc’h, a stourm an dic’hoanag, a emgannoù gward-adreñv. Ar riskladur-se a ro da gompren aesoc’h an heklev a gavas en Emsav an damkaniezhoù faskour ha kenelwerinelour. Hervez an damkaniezhoù-se ez eo dic’houest ar bobl da gavout hec’h-unan hent ar mad, ha dlead ar re wellañ eus he mibion eo he lakaat dre gaer pe dre heg war an hent-se. An « dispac’h » a zo d’ober a vez graet daoust d’ar boblañs ha zoken a-enep dezhi. Berzh ar renadoù o doa arveret an hentenn-se en Italia hag en Alamagn a hañvale reiñ ar brouenn edo aze an hentenn da arverañ e Breizh ivez.

L’une des raisons les plus profondes de la faiblesse du sentiment breton est l’ignorance où se trouvent les Bretons de leur origine, de leurs titres, de leurs droits; en un mot, de leur Histoire. 

Numérisation_20170803 (9)

Anat eo e tiflipe er poent-se an Eil Emsav diouzh e roud kentañ, hag e riskle er-maez a-grenn eus an daelerezh dispac’hel.

En ur yezh resis e c’haller brasluniañ heul ar prantadoù evel-henn : emskiant Breiz Atao oa un emskiant dispac’hel emdarzhek ; emskiant ar boblañs oa un emskiant war arallekaat ; eztaol kentañ Breiz Atao a voe heuliet gant un ersav enebus eus ar boblañs ; Breiz Atao d’he zro a zlee dezrannañ ar saviad nevez devoudet ganti ha diazezañ un eil eztaol war an dezrannadur-se. N’eo ket se a reas avat, met 1) adkregiñ a reas gant an eztaol kentañ 2) enebiñ ouzh enebiezh ar boblañs en ur glask an doareoù da drec’hiñ warni. Anat eo e vanke da dud an Eil Emsav politikel an anaoudegezh ergorel eus emskiant Vreizhiz he dije roet dezho an tu da gompren ar respont a rae Breizhiz dezho.

An dispac’her a rank anaout e pep mare a) ster ergorel-istorek ar pezh a ra b) ar ster dangorel roet gant ar boblañs d’ar pezh a ra, – lenn a ra ar ster-se war ersav ar boblañs outañ k) ster {273}ergorel-istorek ersav ar boblañs ha, da heul, ster ergorel-istorek dangorelezh ar boblañs e pep mare. Met anat eo e ra a), b) ha k) ur c’helc’h, b) o tennañ e sklerijenn eus a), k) eus b), hag a)  eus k). Breiz Atao ne ouezas ket pleustriñ ar c’helc’h-se a zo koulskoude an elfenn-diazez eus embregerezh an dispac’h. Luskañ a reas un daelerezh etre an Emsav ha pobl Vreizh, met un daelerezh gouez e voe, rak ken diemouez e chomas Breiz Atao outañ ha ma chome diemouez pobl Vreizh hec’h-unan. Dlead kentañ an dispac’her zo mestroniañ e emdarzhegezh ha diraez bepred par an emouiziegezh, da lavarout eo kompren ar boblañs ha bezañ komprenet ganti, – ha n’eo ket klask he mestroniañ ha bezañ sentet ganti.

Arbennet e vo ne gemeras ket an holl en Eil Emsav politikel hent ar faskouriezh. Ha gwir eo. Kement-se avat a lez en he sav ar stadadenn e tiroudas an Eil Emsav diouzh an daelerezh-dieubiñ goude bezañ e lusket. Ar gwariadur grevusañ e voe hep mar ar faskouriezh. Met al luskadoù a zilezas al luskad faskour a warias ivez en un doare all, hag o gwariadurioù zo dezho an hevelep ster istorek hag ar gwariadur faskour. Setu perak e c’haller o renkañ holl dindan an hevelep skritell hollek ha komz a wariadur tunelour, a dunelouriezh.

Pa hañval ersav ar boblañs bezañ direizh, pa n’en deus an Emsav nag ar binvioù meizel nag ar binvioù politikel ret evit dezrannañ ar saviad ha kompren ar boblañs e pep mare, e chom dic’houest da ren un ober poellek hag e sank tamm-ha-tamm er c’halficherezh kadouriezhel.

An dieubidigezh a zeu da vezañ un afer galvezel nemetken. Ret eo kavout an dro wellañ, an tun efedusañ evit dieubiñ ar vro. Breiz Atao dihentet he deus e gwirionez digoret « ren an tunioù » a-c’houde 1939.

Quand la réaction de la population paraît anormale et quand l’Emsav n’a pas les instruments politiques nécessaires pour analyser la situation et comprendre la population à chaque instant, il reste incapable de mener une action logique
et sombre peu à peu dans le bricolage tactique.

Numérisation_20170803 (10)

Anavezet hon eus tun an nerzhoù diavaez, a oa anezhañ implijout an Alamaned evit dieubiñ ar vro, a-enep youl ar boblañs diouzh ret, – desket e veze da skouer da soudarded ar Gwazerezh Arbennik[14] an doare d’en em gannañ ouzh an engroezioù ha n’eo ket an doare d’o c’has war-raok. Un tun kar da hennezh oa lorbañ ar C’hallaoued, – ha pobl Vreizh war un dro : dre gemer renk e-touez ar C’hallaoued, dre en em ziskouez Gall eus ar gwellañ, da skouer o vont a-du gant paotred a-raok ar Résistance pe Gouarnamant Vichy, edod e soñj tennañ diouto gwirioù evit Breizh. Ne oa ket pobl Vreizh entanet gant diawel {274}he dieubidigezh ? Petra a ra se ? Dieubet e vo hep gouzout dezhi zoken.

E meur a lec’h all hon eus diskuilhet tun ar stourm sevenadurel, anezhañ degas Breizhiz tamm-ha-tamm hag e-maez a bep politikerezh da gemer preder gant o yezh, o « sevenadur », o folklor ha, dre-se, da zilezel yezh ha sevenadur an estren.

Dalc’herion pep tun a galfiche ur meni damkaniezh vojennek a-benn gwiskañ warnañ un dalvoudegezh uhel, divezel pe zoken relijiel. A-douez an holl vojennoù brogar o deus redet ar vro, menegomp « tun ar vertuz ». Hervezañ e oa dlead pep emsaver en em ziskouez etre ar re wellañ e pep keñver : micher, buhezegezh, keodedegezh, sokialegezh, relijiusted, h.a., – pa vo brogarourion e penn e pep maerdi, e pep embregerezh hag e pep lec’h er vro, ne vo ket pell ken poent an dieubidigezh. Peogwir e hañvale bezañ dic’hallus levezonañ ar boblañs dre vrudañ an Emsav e oa ret brudañ traoù all ha da gentañ lakaat an emsaverion da adkavout ar brud o doa kollet en arbenn eus o labour emsavel end-eeun.

Kenstur d’an Eil Emsav politikel met troc’het dioutañ[15], an Eil Emsav sevenadurel en deus kredet ivez e vefe a-walc’h diskouez da bobl Vreizh hent ul lennegezh wirion, ur sevenadur gwirion, lakaat dirazi binvioù yezhel ha skolel evit m’o c’hemerfe gant entan.

Parallèlement au Deuxième Emsav politique, mais séparé de lui, le Deuxième Emsav culturel a cru aussi qu’il suffirait de montrer au peuple breton une littérature véritable, une culture véritable, lui présenter des outils linguistiques et scolaires pour qu’il s’en saisisse avec enthousiasme.

Numérisation_20170803 (11)

Roparz HEMON a skrive e 1929 : « Ma vije roet da Vreizh ul lennegezh vras en he yezh, e teufe, a greden, d’he c’harout ha d’hec’h azaoueziñ, ha lakaat ar yezh-se en he sav-plom ne vije goude nemet ur c’hoari. Klaskomp sevel ul lennegezh hag ar peurrest a vo tizhet hep poan na tregas. Daoust pegen eeunek ha diskiant e oa ar gredenn-se, henn lakaat a ran amañ, hep keuz na mezh, rak ur gredenn gaer e oa. Ha mar em eus keuz d’un dra bennak, ez eo da vezañ kollet ar goanag hag ar fiziañs am eus bet e galloud ar Gened evit dasorc’hiñ spered ur bobl. »[16]. Moarvat en deus an Eil Emsav sevenadurel perzh en un doare all, krouusoc’h, en argerzh dispac’hel[17]. Koulskoude e tleemp merkañ amañ an heklev e voe eus an Eil Emsav politikel en e zic’halloud da gompren ersav pobl Vreizh outañ. A-benn trec’hiñ war {275}an ersav-se e reas Roparz HEMON ha strollad Gwalarn strivoù bras. Da glask kompezañ an islonk a welent etrezo ha pobl Vreizh e kroujont lerc’h-ouzh-lerc’h Kannadig Gwalarn, ar Brezhoneg Eeun, Arvor, hag ar rummad Skridoù Nevez. Un disouezhadenn e voe pep taol-arnod, rak pobl Vreizh zo manet bepred diseblant dirazo. Un dodenn kavet alies-kenan el lennegezh vrezhon eo digenvez enkrezus an Emsav hag an emsaverion. N’eo ket hep abeg eo bet sellet Pirc’hirin ar Mor evel pennoberenn ar varzhoniezh vrezhon gant kalz emsaverion o doa kollet ar spi da vezañ komprenet gant o c’henvroiz[18]. An daolenn a ro Jakez RIOU eus foar Redon pa emañ Nevenoe o trec’hiñ e Ballon zo ar pezh a wele an emsaverion en-dro dezho nebeut a-raok an eil Brezel-bed[19]. Roparz HEMON e-unan, dre e romant Mari Vorgan[20] a anzav en un doare arouezel « c’hwitadenn an ober dispac’hel »[21].

Diskouezet eo bet alies faezhidigezh an Emsav goude an eil Brezel-bed evel disoc’h an heskinerezh a renas ar Stad c’hall e Breizh adal 1944. An heskinerezh-se avat ne ro ket da gompren penaos en deus gallet ur strollad politikel galloudus evel Strollad Broadel Breizh mont da netra dindan ur sizhun ha bezañ divarrek, ur wech tremenet an arnev, da adsevel un emsav politikel nevez. Un niver bras a emsavioù o deus gouzañvet un heskinerezh kalz krisoc’h eget an Eil Emsav hag an heskinerezh-se n’en deus ket miret outo a greskiñ hag a emledañ. Anavezet a-walc’h eo Istor Aljeria pe Vietnam evit na ve ket ret pouezañ war an devoud. E Breizh, an emsaverion n’o deus ket kavet an arbennoù ergorel ha dangorel o doa ezhomm evit kenderc’hel gant an emgann a-enep d’ar Stad c’hall.

« Et si je regrette quelque chose, c’est d’avoir perdu l’espoir et la confiance que j’ai eus en la puissance de la Beauté pour ressusciter l’esprit d’un peuple. »

Roparz HEMON

Numérisation_20170803 (12)

Pouezañ a reer war grizder heskinerezh ar bloavezhioù 1944, 1945 ha 1946[22]. Ne bouezer ket kement war un devoud all : gwander ar framm gall e-pad ar bloavezhioù-se. Penaos un emsav birvidik ha frammet-mat zo chomet dinerzh dirak un egin a framm gall na chome en e sav nemet bennozh d’ar Saozon ha d’an Amerikaned, hag a oa taget dre an diabarzh gant ar framm komunour ? Ar respont zo da glask e digalon an emsaverion divarc’het gant enebiezh ar boblañs en o c’heñver. An dispac’h lusket {276}e 1919 n’en doa nepred tizhet dibradañ.

Gant avantur ar faskouriezh e oa bet troet emskiant reuzeudik ar vrogarourion en un emskiant kablus, ha seizet oa evit bloavezhioù. Pep hini a glaskas repu d’e ene gloazet pe en ober yezhel ha lennegel, pe en ober folklorel, pe er studioù armerzhel, pe er studioù istorel.

Enkadenn ar bloavezhioù pemont e voe[23]. Strivadennoù berrbad a voe diouzhtu goude dibenn ar brezel evit adluskañ an ober politikel, – an hini anavezetañ eo luskad An Avel, Avel an Trec’h, Emsav Pobl Vreizh, en deus perzh ivez en un doare all en argerzh dispac’hel. An holl anezho avat a yeas buan da get hep distro.

Ar boaz hon eus da lakaat 1945 evel bloaziad derou an Trede Emsav. N’eo ket hep abegoù a bouez. Gwir eo da skouer evit al lennegezh. N’eo ket ken gwir evelkent evit ar politikerezh. Mard eo An Avel un diougan eus an adempradur a oa da c’hoarvezout en Emsav ugent vloaz goude, ez eo enkadenn ar bloavezhioù pemont e gwirionez prantad-dibenn an Eil Emsav. En amzer-se e chome c’hoazh an Emsav hep anaout frouezh e labour. Ne verze ket e oa an « nann d’an arallekaat » distaget gant Breiz Atao bev-mat hag oc’h eginañ er bobl en-dro dezhañ. Ne veize ket e oa steuziadur ar gevredigezh henvoazel hag armidigezh ar bobl vrezhon e-ser ar bed gall amplegadoù diwanadur ur gevredigezh vrezhon nevez. Krignet e chome e galon o vezañ ma ne oa ket deuet a-benn da c’hounit fiziañs pobl Vreizh ha ne oa ket sklaer dezhañ perak e c’hwite c’hoazh kement strivad a rae evit « mont d’ar bobl ».

Breiz Atao he deus lusket an daelerezh-dieubiñ hogen kollet he deus poell an daelerezh-se goude al luskad kentañ : n’eo ket deuet a-benn da zezrannañ ersav pobl Vreizh ouzh al lakadenn dispac’hel embannet ganti. Da c’houde, an Eil Emsav politikel n’en deus graet nemet klask tunioù a zo bet kemend-all a c’hwitadennoù.

Avec l’expédient du fascisme, la conscience malheureuse avait été transformée en conscience coupable, et paralysée pour des années. Chacun chercha un abri pour son âme blessée, qui dans les études économiques, qui dans les études historiques, qui dans l’action linguistique ou littéraire, qui dans l’action folkloriste. 

Numérisation_20170803 (13)

Mar he deus Breiz Atao tunelour ha faskour kendalc’herion e-leizh hiziv gant ar glaskerion dunioù a leugn al ledemsavioù, ez eo chomet Breiz Atao dispac’helour bev-mat er vro : padet eo he lusk d’en em ledañ, mut ha gouez, e donderioù emskiant ar bobl. An Emsav, hiziv, emouiziek hag armet-mat a adkemer an daelerezh el lec’h ma voe dilezet gant Breiz Atao, evit e gas da benn.

Si « Breiz Atao » expédientiste et fasciste a tant de continuateurs aujourd’hui en la personne des chercheurs d’expédients qui remplissent les « ledemsavioù », « Breiz Atao » révolutionnaire est restée bien vivante dans le pays : l’élan donné a continué son chemin, muet et sauvage, dans les profondeurs de la conscience du peuple.

Le Quatrième Emsav aujourd’hui, conscient et bien armé, reprend la dialectique de libération là où les Deuxième et Troisième Emsav l’ont laissée, pour la mener à terme.

[1] Lec’h Gwalarn en Emsav, Emsav 6/137 1967, sl. /143.

[2] Ur studienn hepken zo bet graet war Breiz Atao. Embannet e voe gant Ar Vro dindan an talbenn Frañsez Debauvais, 1959 hh.. Reiñ a ra munudoù hanezel diseurt war vuhez F. DEBAUVAIS hag an Eil Emsav politikel.

[3] Resisadurioù war an ezkounañ a gaver er pennad An Dislavar politikel, Emsav 24/349 1968, sl. /349 -9. An ezkounañ evel devoud kleñvedel hiniennel zo un doare da dec’hout diouzh un dislavar a laka kempouez ar bred en arvar. Evel ar glazard oc’h en em zizober diouzh e lost a-benn saveteiñ ar peurrest, en em zisgra an den diouzh ur pennad eus e dremened betek koll pep eñvor anezhañ. An ezkounañ zo peurliesañ un azon eus an darfellegezh (histeriezh). Komz a reer eus « ezkounañ kevredadel » pa nad eo ket ur stroll tud evit gouzañv an dislavar lakaet en e istor gant darvoudoù pe oberoù ’zo. War zigarez ebet ne vez graet meneg eus an darvoudoù pe an oberoù-se gant an izili, pe neuze e vezont kinniget evel darvoudoù estren a-grenn d’ar stroll ha kondaonet feuls. Ouzh an ezkounañ darfellek e vez heñvelekaet seurt berz-hud lakaet gant ur stroll war ur prantad eus e istor. Skouerioù a « ezkounañ kevredadel » a gaver e Breizh gant strolladoù ’zo a fell dezho bezañ en Emsav met n’int ket evit gouzañv Breiz Atao evel ur prantad all eus an Emsav.

[4] Mare « Talbenn ar Bobl » e Frañs. Sl. Notennoù armerzhel 8, Emsav 9/236 1967, /243.

[5] Destuziañ v., termen kevredadoniezh o verkañ an tremen eus ur stuzegezh d’unan all.

[6] « Ac’hanta ?… – Pep tra zo kollet ?… – Echu eo gant broad Vreizh ?… – NANN ! – Dre eurvad NANN, Brezhoned, rak un dornad tud yaouank kalonek, o kreskiñ a zeiz da zeiz, en deus divizet ar c’hontrol ». in Galv d’ar gefredourion vrezhon, galv d’al lennerion, Breiz Atao 12 Kerzu 1919.

[7] « Kentañ pennaenn ar politikerezh brezhon a vo gounit korvo eus an holl zegouezhioù evit klemm ouzh stad an traoù gall er vro-mañ (). Eil pennaenn ar politikerezh brezhon zo reiñ un dremm vroadel da Vreizh (). Diwezhañ pennaenn : lakaat anaout e pep lec’h, e Frañs dreist-holl, ez eo Breizh ur vroad () » in Gounit hon emrenerezh gant Olier M., Breiz Atao 52-53 Ebrel-Mae 1923.

Breizhiz, chom Gall zo un touell, bevet ar Republik vrezhon, Breiz Atao 07 Gouere 1935.

[8] Setu da skouer titloù un nebeut pennadoù : Penaos e lez ar Stad c’hall da laerezh ar genderc’herion winizh, Breiz Atao 17 Du 1929 ; Glaouegi Frañs a-enep porzhioù Breizh, Breiz Atao08 Kerzu 1929 ; Breizh aberzhet, hon houarnhentoù, Breiz Atao 12 Ebrel 1930 ; Breizh aberzhet, Morbihan, Breiz Atao 01 C’hwevrer 1930 ; Breizh aberzhet, Côtes-du-Nord, Breiz Atao 22 C’hwevrer 1930.

[9] « Gouzout a reomp, o skrivañ kement-mañ, emañ pep Brezhon a galon ganimp, mennet eveldomp. Anaoudek eo bemdez ar bobl vrezhon eus ar stad a reomp anezhi oc’h embann mennozioù kalonek en hec’h anv ». J.LA B., Gourc’hemennoù Pask, Breiz Atao 223 12 Mae 1935.

[10] C.E.L.I.B., C.A.BR.O., S.B.A.F.E.R., S.I.C.A..

[11] Un arvez all eus an daelerezh-dieubiñ lusket gant Breiz Atao eo ar gwariadur he deus he levezon devoudet er framm gall, adalek divrudadur ar reizhiad jakobinel betek ar rannvroeladur. Ha n’eo ket warc’hoazh e paouezo al levezon linkrus-se. Diwar an had he deus lezet Breiz Atao war he lerc’h e nerad ledemsavioù nevez bepred, diougan a fourgaserezh hag a vreinadur evit ar Stad c’hall e Breizh.

[12] Diorren an emskiant vrezhon, Breiz Atao 15 Gouere 1922.

[13] Tuioù kuzh an dedeuzadur, Breiz Atao 15 Mae 1922.

[14] sl. Kudennoù pleustrek an Aozadur politikel brezhon, Emsav 11/283 1967, /284.

[15] sl. Notennoù evit kelenn an Istor, Emsav 26/37 1969, /44-46.

[16] Gwalarn 1930, Gwalarn 20/3 Goañv 1929 ; ademb. in Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh 1931, p. 260.

[17] Lec’h Gwalarn en Emsav, Emsav 6/137 1967.

[18] Roparz HEMON, Pirc’hirin ar Mor, Barzhonegoù 1943, ademb. 1967. Skrivet e voe ar varzhoneg etre 1929 ha 1933.

[19] Jakez RIOU, Nomenoe oe 1941.

[20] Roparz HEMON, Mari Vorgan 1962.

[21] P. KERMOAL, Eus Gwarizi vras Emer da vMari Vorgan, Preder 91 1967.

[22] P. DENEZ, Ur sell war pemzek bloavezh : 1945 – 1960, Preder 24-25 1961.

[23] Sl. Enkadenn ar bloavezhioù pemont, Emsav 3/54 1967.