An Aotrou DOLL

AOTROU DOLL

 Yann-Bêr TILLENON

 N’eus ket pell zo ez eus bet graet « faskour » ac’hanon ur wezh ouzhpenn… peogwir n’on ket traetour moarvat ! Neb na vo ket traetour, a vo faskour ! Fentus eo ! Hervez ar gleizelourion eo faskouriezh an droug, diaoul ar c’hristen evel en lavaran c’hoazh… Pezh zo, arabat klask kompren pe zezrannañ, bezañ kontammet ‘zo ken risklus all ! Faskouriezh ne vez ket dezrannet, mouget ne lavaran ket ! Penaos avat e c’hallfen bezañ faskour pe varksour pa n’on ket kristen, penaos din bezañ skritellet a seurt pa glot kement-se gant daou gealiad n’int nemet distummadur rik ar gristeniezh hollveliek ?… Peur e vo komprenet erfin gant ar « Breton » ez on-me Emsaver, eleze Kevreadelour Brezhon ac’hanon dre ret, e-maez pep kombod a denn d’ar gealiadurezh c’hall… Bezañ « Brezhon » pe na vezañ, « that is the question… »

Ya, aze emañ an dalc’h, tudoù ! Da brederiañ e c’hell ervat chom hon Bretoned vihan tagnous, dezho da vont war o menezioù du da glask ar plant am bije hadet evito, hevoudoù da strakal e-lec’h brulu…

Seul vui m’anavan hon « Frantoned », anezho Breizhiz ar « Frantagne », seul barizianoc’h em santan. Pemzek vloaz ‘zo e krogis da zaremprediñ ar « mouvamant beurton ». Tra gentañ am eus desket hag a gentañ pouez : diwar ur pemp den bennak, ne oa met unan hag a oa dedennus, me.

Ya, en em sellan bremañ. En em sellan, ya, rak n’eus met diganin ha diganin hepken ma c’hortozan un dra bennak. Levr din on va-hun, politikerezh va-hun, va folitikerezh din-me a lavarfen, ma tlefen ober gant seurt ger adarre. Levr ‘zo ac’hanon, digor eo din levr va zamm buhez ha me lenner ha skrivagner ! Ya gast, skrivagner, evel-se en em santan. Arzour on ganet moarvat… livour a-wezhioù ouzhpenn-se. Em gwall n’eo ket ! Awenet ? Gant petra ? Gant piv ? Gant Doueoù kozh va zud marteze… Laou, Wotan, Belenos ha me oar me ! Piv vije mestr din ? Bezañ va mestr din-me eo pezh a glaskan… Neuze n’eus Doue nemet evit al lennegezh moarvat. Pezh a ouzon mat, doue ha diaoul, daouelezh a zo em divgell ; doue a-gleiz, diaoul a-zehoù, pe ar c’hontrol mar plij deoc’h. Uheloc’h, gant Nevenou va breur bihan, ez eus mab ha spered santel war un dro, pa ‘n em gav prest da sailhañ. Ur sapre driadenn unvan ‘m eus em bragoù, tudigoù ! Ur sapre gealiad da ren hon bed, evidoc’h-holl, marc’hadourion menozioù a glask un tamm galloud. C’hwi-holl da dañva va rev pa glaskit kealiad da wiskañ evel merk soavon nevez !

Aet on skuizh ganeoc’h ha gant ho toueoù nevez, Marx, Engels, Lenin, Stalin, Mao. C’hwi, c’hwitadennoù war glask ur perzh bihan da c’hoari evit en em staelañ en ur framm bennak, evit bezañ dudiet gant bruzunoù dilezet deoc’h. C’hwi, merket gant gevier ha kealiadoù ; hag anavet hoc’h eus an holl re a venegit hag a zibunit o c’homzoù ? Nag e tle c’hoarzhin Marx, Nietzsche, Lenin, Che Gevara hag all…

E peseurt bed emaon-me o vevañ bremañ, m’eo ret din treiñ kein dezhañ davit va eñvorennoù ? Ha n’eo ket aes ! Deoc’h en lavaran Aotrounez hag Itronezed kalonek a-walc’h da lenn al linennoù-mañ. Tammoù leun va buhez zo aet da get a-zevri, a gredan mat. Disoñjet int bet ! Setu perak e klaskan skrivañ, marteze. Evit o fediñ da zistreiñ war douchaoueg va skriverezh.

« Petra ‘rez ? » vez klevet ganin alies. « Ur skrivagner brezhon ‘zo ac’hanon » a gredan respont gwezh an amzer… Farsadenn pe follentez ? An div war un dro moarvat. Perak skrivañ er yezh-mañ na vez ket lennet ha na biaouan ket c’hoazh ? Ret mat eo din respont n’ouzon ket resis. Re baour eo va yezh, va geriaoueg, da ezteurel sklaer war ar paper an holl levrioù a zo war va soñj. Marteze ez eo liammet ar yezh-mañ gant ar prantad ma tizoloen e oan « unan bennak », eleze mellad ur chadenn a-ziwar lec’h hag istor resis, unan eus krouidigezhioù va lignez. Hevelep emskiant a ra d’an den bezañ stag ouzh benveg an emskiantaat, daoust da bep tra… Huñvreoù emit-hu ? Ya, marteze. Ha n’oc’h ket-c’hwi oc’h huñvreal pa glaskit en em sioulaat gant kealiadoù ha meizadoù ar bed all ?

Ha setu ma tistro neuze eñvorennoù… Heñvel ouzh an den « parano » d’e valbori e tistroan da ’m bugeliezh er straed hag en ti ma tremenis darn vrasañ va yaouankiz. Bugeliezh varzhus, a-benn ar fin, e-kreiz ur spluseg tudennoù, kealiad ebet war o soñj. Tud oa flaer kaoc’h ganto pa ‘z aent da gac’hat, ha n’eo ket frond kanerion na dremmourion amerikan. Bezañ ganet er straed a verk mab-den e vuhez-pad moarvat. Seurt den a chom liammet strizh gant skiant ar frankiz. Seurt sevenadur vez kavet er straedoù, a-unan gant loustonioù ha diamantoù. N’eus restaj ebet evidomp, tud mennet da grouiñ, nemet meizad anienelour an den ! Bevoniel eo !

E bannlev edo va zi, pevar fezh ennañ, ur gegin vras a-walc’h en o zouez ! Kambr evit an Tad-kozh anarkour, kambr evidon ha va hanter-vreur, kambr evit va zad, va mamm ha va c’hoar. An tiegezh a-bezh en em gave bodet er gegin en-dro da ‘n dar a dalveze da gement tra a veze aozet gant an dour. An tiegezh a-bezh o ‘n em walc’hiñ hag oc’h aozañ predoù war un dro. Pebezh toueziadur ! Va zad, patrom bet d’ur greanti, en em gavas da chom ha da labourat gant e vicherourion a-gozh ur wezh ma oa bet rivinet.

Avañtur oa er straed, er-maez a bep divez… Dieub, dichadennet, e klaske dreistbevañ tud ar gumuniezh o ‘n em skoazellañ. Keneiled a anavezis er straedoù zo din dreist da bep damkanour. Brasañ kefredourion ha mac’homerion zo logod din-me e-keñver Jean-Pierre Lachenaud o vitellat dibaouez kirri-sport. Logod e-keñver Pierre-Emile Dréan, mab ur flik breton, sportour klok anezhañ. Bernard Paltani zo haroz dibar, eñ ken siek en e venozioù hag en emgann. Den n’ hell bezañ spontusoc’h eget Yvan Paganin a faoutas va zal p’ edon pevar bloaz. Alain ha Didier Saly, breudeur gatalan, n’hellent met bezañ doujet dezho ivez dre o nerzh ramzel. Bernard Tugdual, un tammig plouk mes krizh er stourm ! Ar re goshañ a oa o paouez distreiñ deus brezel Aljeria, evel Roger Bellier a oa tonton da Robert, ur mignon din, ha kontañ a raent dimp istorioù heugus hag espar ! Istorioù gwad, lazhadegoù, hag i gwadsec’hedik… Dellezek oant da vezañ hanter-zoueoù evit ar re vihan.

Bed a zreistbuhez diaes, bed va c’hentañ emgannoù, bed pagan diniver e dudennoù, e livioù, e straedoù, bed al lieselezh o pinvidikaat ! Bretoned ‘zo a zo soñj o bugeliezh livet gant eñvorennoù a-ziwar ar maez, e-kreiz natur ha bleunioù. Reoù all zo bet luskellet war vor, ar penn en avel fresk ! Soñj ‘m eus-me eus bugale goveliet war ar pavez, eus o zadoù a zistroe deus greantioù tro-war-dro hag a zislonke gwin war an hevelep pavez. Ti Panhard, S.N.E.C.M.A, Ortel, un teuzerezh e penn va straed, ti Rubau, ARO ha kement zo… a oa evel erevent o sunañ, o lonkañ gwad ha nerzhoù ar c’harter. Soñj ‘m eus eus an holl baotred da zeiz ar gopr, pa grogent da flammañ o arc’hant kenetrezo, o tisrannañ o madoù er bistroioù bihan. Soñj ‘m eus eus merc’hed a c’hortoze pep a waz e-kichen dor an euzhvil da zeiz ar gopr, evit tennañ digantañ un dornad gwenneion da vouetañ o zorrad a vugale. Tud merket gant arouez ar c’horvoerezh. Ha bez eus un eus hon holl varc’hadourion menozioù a welas ur revr d’ar re-se, a glevas un eus o c’hunujennoù ? Gouzañvet o dije gwelet tata Le Du o kreviñ en un dislonkañ e avu war vern glaou e gav ? C’hwec’h litrad gwin a ziskennas noz deiz e-pad bloavezhioù… En abeg da betra, petra da zisoñjal ?… Ya, tud foll, o tizhout ar strad. Hogen a-wezhioù em c’houlennan ha ne oant ket yac’hoc’h eget kalz tud a anavan bremañ ! Int eo a vuheze pezh a gontent, int a oa mev dall, em lazhe, em zrouglazhe, a gemere perzh en ur brezel na selle ket outo, eveljust, hogen int en em gave war an dachenn. Hanterour ebet ! Finveierva ebet ! N’oa ket dremmourion anezho. Tud dizesk, drammet, dall, naplezek ! Ganeoc’h e tirollan da c’hoarzhin evel gwezhall er geñget, e ti Balest. Tremenet darn vrasañ ac’hanoc’h dreist kae ho puhez ! Ganeoc’h e talc’han da zañsal ouzh son an akordeoñs dirak kafedi Leriot da zeiz ar « c’hatorz juilhed » ! Pebezh porzh ar burzhudoù !…

Tud-se oa diouto levrioù o-hun, oa istor drezo o-hun ! Dichal o leze ar c’healiadoù… P’edo anarkour an Ao. Doll, va zad-kozh, n’oa ket evit komz diwar-benn rev an aeled, evit kanañ er pardonioù-diskelladegoù parizian « Anarkiezh a drec’ho ! ». Gant e zivrec’h hag e zaouarn e kane dreist-holl… E toullbac’h Fresnes en paeas madig a-walc’h. Engravet oa e vuhez en e groc’hen gant brizhelladurioù du !

Peseurt Doue a zegemeras an Ao. Doll ? Aet eo war an tu all e c’hwegont-c’hwec’h gant e holl vrizhelladurioù en e groc’hen. E vinvioù minter ha gov a c’hallemp gwelet ouzhpenn ar pod-bleunioù, ur plac’h ‘n he noazh, gougleze an dial, dremm e gompagnunez, rodenn an avelioù, daoulagad war e zaoulin ha kement zo… Ar brizhelladur diwezhañ a zizolois voe ur galon war e galc’h, anv va mamm-gozh en he c’hreiz. Ar chevrenn a Levallois, Jeanne Jost hec’h anv hag elzasat hec’h orin, ne zimezas ket dezhañ hervez lezenn. Marteze em boa gwelet aze kevrad-dimeziñ anarkourion ar mare-se, en ur reiñ dezhañ ur bistolenn wer da staotañ e-barzh ! Edo ar ramz o vervel gant ur c’hrign-bev e gwele e gambr vihan en hon ti-bannlev…

An Ao. Doll o vervel… N’oan ket evit krediñ ! Hemañ oa evidon eorizh an nerzh war sav. N’halle ket kreviñ evel-se ar gour karrezek, stummet giz sac’h simant ! Metrad c’hwegont-pemp, eikont kiload a gigennoù, feuls evel kad e tremenas e vuhez en ur stourm, ken o seveniñ trevelloù poanius ken oc’h ober embregerezh-korf dre sevel pouezioù. E ti ARO, greanti e-kichen hon lochenn, e oa war sav c’hoazh en e seikont vloaz ! Hogen seurt gour ne voe morse suj. E zaouarn oberiant a save oberennoù ha n’eo ket labourioù… Ral a wezh e tistage ar ger « labour ». Pep obererezh resis graet gantañ oa roet dezhañ e anv rik. Seurt anarkourion an tu dehoù oa stag o spered ouzh ar gumuniezh wirion. Doare arzourion oant alies gwezh. Techet oant da nac’hañ koll o buhez en ur glask he gounit ha n’oa ket gisti anezho. An Ao. Doll oa oberiant, nac’hañ a rae em werzhañ e-hun avat, ne oa ket estren d’e obererezh en ur bezañ estren war e diriad. Ne voe ket aberzhet e vuhez d’ur wikefre armerzhel divent ha dizanv. Strivañ a rae d’ober ar pezh a blije dezhañ hag a seblante dezhañ ret evit e bloue, e gumuniezh, e amezeion, tud hon straed, alies gwezh…

Kalz traoù kentelius hon eus da zeskiñ diwar skouer seurt tud evit meizañ ar gevredigezh nevez ma vo anezhi un deiz bennak ! N’eus ket ezhomm ober diorroadur, bezañ diouganerion… Furchomp un tamm en hon eñvorennoù ! Lezomp beleion ha kelennerion da faltaziañ ha da soñjal e vefent gouest d’adstummañ anien ar mab-den. War seurt tachenn eo eo peurliesañ ar re orbidusañ eus ar re arallekañ. Pezh hon eus-ni d’ober eo distrujañ diazezoù a vez urzhiet, kantreizhet ganto, elese emgarantez, sotoni, laoskentez, gouzañvusted. Diwar skouer an Ao. Doll, pa vez nac’het ar stad ma chomer dic’halloud ha flastret, e c’hello kumuniezhoù Europa azvevañ. N’eus forzh ebet eus ar re na vint ket evit kemmañ. Forzh ebet eus ar re a glasko mirout ouzhimp d’en ober… Tata Doll en dije o sioulaet…

Embregerezh-korf a rae an Ao. Doll da seikont pemp bloaz dirak ar melezour, pouezioù « Sandow » en e zaouarn, hemañ n’halle ket mervel. Gwir romant bevet oa bet e vuhez. Pa oa dek vloaz e kuitaas ti e gerent, a orin eus Strasbourg, evit kregiñ da vevañ e-hun, « mont war e drimar » evel ma lavare-eñ. Nebeud da c’houde em gavas deskard e govelioù Chalon-sur-Saône. « Nag a vache enragée ‘m eus debret », emeze o fuloriñ c’hoazh ouzh taol en ur gontañ e eñvorennoù. Dezhañ ne oa ket hollad menozioù eus ar vuhez, m’en lavaran deoc’h… Ya, peseurt Doue, par dezhañ, en degemeras, eñ hag a oa merket gant e vuhez kalet, oberiant, aroueziet c’hoazh gant kaledennoù e zaouarn, gant kleizennoù e gorf… Troc’het beg e fri, toullet e gein, gwir sokialour oa anezhañ !…

Er mare-mañ, pa vez lavaret kement-se a-zivout ar sokialouriezh, komunouriezh, dibenn ar renkadoù ha kement zo… n’eo met, da ‘m soñj, peogwir n’eus mui ster ebet gant ar meizadoù-se. Ha ne vefent ket aet da vezañ met pakadoù goullo implijet gant politikourion a bep tu evit o diskouez da ‘r yoc’hoù. Reoliek e vez klevet eo diskaret ar renkadoù amañ hag a-hont. Hogen ar brasañ pinvidigezh armerzhel a gendalc’h da genvevañ gant ar brasañ dienez sevenadurel en Europa, pa vez kenliammet strizh dazont pep hini ac’hanomp. E diabarzh broioù diorreet, broioù sokialour sañset, ha broioù dieub sañset, eo ramzel an diforc’hioù er goproù a-wezhioù. Hiniennoù ‘zo a vez ganto yalc’hadoù kant pe mil gwezh brasoc’h eget ar re degemeret gant tud heñvel outo. Hogen ar re-se, trubarded d’o c’humuniezh alies gwezh hag a reer pinvidik anezho, n’int ket ar re eürusañ peurliesañ… Ar galloud degaset gant ar moneiz n’eo met ar galloud-beveziñ ha n’eo ket bevañ. Ha n’emañ ket ar gwellañ buhez gant ar re a reer pinvidion anezho ? Gant kleñvedoù-kalon, kleñvedoù-spered, kleñvedoù-kof e varvont… Setu c’hoazh un arbenn ouzhpenn evit distrujañ o gwikefre…

Tud plijet gant an aer vo ret evit-se !… P’edo oc’h em walc’hiñ er gegin, e c’houlennis gant an Ao. Doll en e noazh petra oa toull e gein. « Ur skolpenn obuz a bakis e-pad brezel pevarzek » a respontas-eñ. E gwirionez e oa bet klasket e zrouglazhañ er bloavezhioù ugent, p ‘edo o staotañ e prevezioù ur c’hoariva bennak e Pariz. Gant krog-dilhad em gavas evel a vez lavaret er metoù. Hervez a glevis goude, e c’hallas distreiñ ha strizhañ e enebour ! « Roue ar meud » oa bet lezanvet an Ao. Doll p’edo yaouank. Enep da ‘r feulster em zisklerie e-hun… Va fri !… A orin elzasat e oa hag ar German anezhañ a c’halle fuloriñ evel arnev, a-daol trumm ! Diwall da nep a gouezhe etre piñsedoù ar c’hadour ! Pep tra a c’halle bezañ flastret gant e zaouarn, ramzel o nerzh. Nep gouzoug etre seurt piñsedoù a c’halle huanadiñ e destamant buan ha buan en ur gevarc’hañ d’e vuhez ! Dre chañs evit kontellazher ar c’hoariva, e voe an Ao. Doll gwanaet gant an taol paket en e gein ha ned eas ket betek penn… Buhez pinvidik…

Arabat eo dimp erbediñ pinvidigezh ar moneiz evit an holl, hogen dibenn stumm diouerus, arallekaüs ha dislavarus seurt pinvidigezh. Penaos ’ta eo deuet a-benn pinvidigezh da vezañ moneiz, distrilh diheverz danvezelaet, pa glot, da gentañ, gant galloud seveniñ hon c’hoantoù ? Gwelloc’h e vije bet dezhi, hervez skouer ar Baal estren, degemer stumm ar bara, ar gwin, pe vadoù bennak-all talvoudus ha plijus !…

Ar gevredigezh nomañ he deus distrujet idoloù kozh, skarzhet diabarzh hon kredennoù. A-feur m’en em ledas kristeniezh ha kevalaouriezh en Europa ha war an douar a-bezh, en un ebarzhiñ pep buhez kevredigezhel, en em ledas war un dro an azeuliñ ar moneiz, relijion an arc’hant. Paour ha pinvidik a bleg dirazi ! Ret eo kaout arc’hant evit bevañ hag e vever evit gounit arc’hant. Poell al labour n’eo ket implij pe blijadur a zegas ! Evit debriñ, en em lojañ, en em wiskañ, beajiñ, fouzhañ, eo ret kaout arc’hant. Diskouezet vez evel benveg, evel droug e vez ret e virout. E gwirionez emañ a-uc’h da bep tra ; mestroniañ a ra hon buhez. Koulskoude n’eo ket ret mont pell war-giz en istor evit kavout ur prantad ma veze kenderc’het a-ziwar ar maez gant darn vrasañ hon dud, kement-se evit bastañ d’o ezhommoù tiegezhel hep implij arc’hant koulz lavaret ! Hag amañ e tistro skeudenn an Tata Doll…

Hollved va bugeliezh en em urzhias ha ‘n em skeudas e skeudenn an Ao. Doll ! Diwezhatoc’h, ha me taolet da ‘m zro en emgann ar vuhez ma rank mont da get neb a soubl, a gil, a gousk, pa veze diaesterioù ganin, kudennoù bennak, taget va enor, e veze graet hardishoc’h da ‘m c’halon gant skeudenn an Ao. Doll, kavell nerzh anezhi. Ennon e save garm an nen dieub hag a lakae va gwad da zilammat, da redek lorc’h ennon, feuls ha gouez, betek an trec’h ! Ha pa vefe bet direizh an Ao. Doll gant tud ‘zo, bet re grizh, re feuls, ne ra forzh ebet. Pochet mat gant gwin mat e klaskas va lazhañ, me ivez, ur wezh ouzh va strizhañ. Ne ra forzh ebet ! Bet eo bet-eñ paotr doujet gant an holl a-hed e vuhez, pa oa anezhañ paotr feleun ha leal.

Kelaouennoù d’an tu kleiz ha dehoù pellañ n’o lenne ket kalz avat war fin e vuhez. Un ugent levr bennak ‘n em gave war ar blankenn a-uc’h d’e wele. O lenn a rae aketus. Gant ar c’hentañ levr ez adkroge alies a-vec’h echu gant an hini diwezhañ. Oberennoù Lenin, Bakunin, Marx, Nietzsche, Proudhon, Jaurès, Gobineau, Barbusse hag all… Mesk ha mesk ! Kealiad resis ebet ?… Aon da vezañ levezonet moarvat, ken mennet m’edo da chom diles, eñ e-hun.

En dibenn 1921 en doa prenet un dachenn vihan, lochenn warni, en « allée Louise » e kêr L’Haÿ-les-Roses, Suvannlev. Eno en doa kemeret perzh er prientiñ ur vodadeg etrebroadel ag anveliourion deus ar bed a-bezh, leviet gant « ar c’hamalad » milbrudet Nestor Makhno. Er skeudennva « Les Roses » voe dalc’het an dolpadenn-se, e 1927. Reuz ha freuz a oa bet ‘blam’ d’ar fliked hag o doa dilammet e-kerzh an abadenn, harzet tud ganto, ar Makhno en o zouez.

An Ao. Doll !… Ne sellan ket ouzh da luc’hskeudenn en ur glemmichal ! Hogen asuroc’h e seblant va c’hammedoù pa welan da benn karrezek, da javed youlek. Da euvriñ a ran, doare ur mezverezh a sav ennon. Da c’hervel a ran war va sikour, prest din adarre un tamm eus ar c’hevrinoù a yae d’ober da nerzhoù, gant da harp ez in a-benn da skrivañ ! Badaouet e choman gant ar soñj ma c’hallfes-te va gwelet ha kompren ar pezh emaon o skrivañ bremañ.

« Na kest, na bleun, na kurunenn » a c’hourc’hemennjout e-kerzh da ziwezhañ devezh. Na stourmer kozh, na beleg evel-just, « ratichoned » a raes anezho !… Ouzhit eo bet sentet. Den nemet un nebeud tud deus hon re, en-dro dit, e bered Villejuif, trist. Trist, ha koulskoude… nag e tirollis da c’hoarzhin pa ‘z klevis ez tremen, en ur ronkellañ e-kreiz an nozvezh-se a viz Mae ! Ken m’edon o c’hoarzhin ken ma voe ret din ober van da gousket pa glevis da verc’h o vont da ‘z kichen, o redek da ‘z kwiskañ. Hag hi d’ober gant sulieg ! Te hag az poa gwisket dilhad-labour a-hed da vuhez-pad ! Hogen dilhad-labour nevez-flamm diouzh ar Sul evel-just… Pe diouzh da c’hoant da ‘m c’has da welet ar c’hoariganig « L’Auberge du Cheval Blanc » ha kant pezh all war ar « Boulevard Montmartre ». ‘Peus ket soñj ? Anarkour milliget ac’hanout !… Gwezh edomp o tistreiñ deus Châtelet hag evit mont da ‘r « metro Saint-Michel » e oamp tremenet dirak Palez ar Justis… En ur spurmantiñ kael hag archerion e krogjout da fuloriñ. Aze ez poa stardet va dorn ha lavaret din : « Va mab, deiz bennak e vo ret dit lakaat ur vombezenn amañ hag er palez Bourbon ! » Ne gomprenen ket mat hag e chomen war dermal. Neuze ez poa kroget da flastrañ va dorn en ur gortoz respont ! Ha va eilger da strakal « Ya, ya ! »… Neuze ez poa profet din ur skornenn sivi… Va digarez avat, ne ‘m eus ket lakaet bombezennoù eno c’hoazh hogen lec’h all…! Ya, nag em eus dirollet da c’hoarzhin pa ‘z out marvet ! Ya, pegen lu ha digredus e hañvalas din hevelep marv ! Penaos e c’hallje paotr ha bed eveldout bezañ faezhet gant un dra bennak ? Ha te marvet ? Pebezh farsadenn ! Dic’hallus eo ! Lezomp seurt meizad ar marv d’ar gristenion ! N’eo ket echu da vuhez, padout a ra ennon evel prantad nevez dezhi ! Ha te da ronkellañ evel na glevis biskoazh… Nann, n’eo ket echu gant bed an Aotrou Doll…

 

Yann-Bêr TILLENON

1980

Publié dans EMSAV, Oeuvres